En cours de chargement...
"Ne c'hellan ket andurin pelloc'h chom em c'hoazez. dav din finval, mont ha dont dre ar gambr. Diblegan ma c'horf evit dieren ma alan, ma c'hreizon skoulmet. Mont betek ar prenestr, ober un alanadenn. Goulenn ur wech c'hoazh digant ar stered rein kalon din..." Echu eo gant ar brezel 14-18 ha koulskoude e 1920 ez eus c'hoazh tud gloazet a-gorf hag a-spered o klask parean. Klenvedoù-red oc'h ober o reuz, kalonoù frailhet ha diremed, yaouankizoù aberzhet, tonkadurioù kriz.