Yann-Baol An Noalleg

Dernière sortie

LAVAR 21

Pevar bloaz zo aet hebiou abaoe embannidigezh LAVAR 20 ha mall e oa lakaat e gouloù an niverenn da heul. Gwir eo ez eus bet graet labourioù all e-keit-se, Rannoù 11, 12 ha 13 Geriadur ar Vezekniezh, pa na ve ken. Ramzel eo al labour a chom da sevenin ha darbar o devez ar re a chom eus koskor Preder. Ur wech c'hoazh, en niverenn-man e vo kavet ar respontoù graet gant Guy ETIENNE ha Yann-Baol AN NOALLEG da c'houlennoù Martial MENARD evit pengennin e Dictionnaire Français-Breton, Editions Palantines, Quimper, 2012.
A hent all e vo kavet ivez an eskemmoù etre kenskriverion voas ar steudad. Dek vloaz diwezhatoc'h e welomp ez eo bet fonnus eskemmoù ar bloavezh 2012, trawalc'h da leunian un niverenn eus LAVAR. Mennet omp da genderc'hel betek ma vo marilhet an holl eskemmoù yezh betek breman, pezh a ray un niver mat a levrennoù. Pouezus bras eo al labour-se, pa ampar diazez diorreadur hon bro war an tachennoù yezhel, kefredel ha politikel ivez, a-benn ar fin.
Hep ankouaat an dachenn speredel, a gemero al lec'h kentan, hep ket a var.

Les livres de Yann-Baol An Noalleg

LAVAR 21
Yann-Baol An Noalleg
Grand Format
25,00 €
LAVAR 19
Yann-Baol An Noalleg
Grand Format
25,00 €
LAVAR 14
Yann-Baol An Noalleg
24,74 €