D'ar poent m'edo ar C'hovid-19 oc'h ober e reuz e oa bet savet ar pezhioù-c'hoari-man gant Goulc'han Kervella. Ha pa oa ret, d'ar mare-se, dougen maskloù, en doa bet ar sonj d'o skrivan e doare Commedia dell'arte. Gwechall e talveze seurt c'hoariva da c'hoarzhin goap ouzh sioù fall mab-den : pizhoni, gadaliezh, diouiziegezh... Sioù fall hag a laka an-unan da sonjal e plegenn ar c'hlenved-red : falsvedisined o profitan eus kredusted an dud, tud debret gant an aon rak an estrenien, emgarantez diseblant ouzh yec'hed ar re all.
Kriz, gros ha fentus eo an ton, feal da stil poblek Commedia dell'arte. Displegadennoù zo roet gant ar skrivagner a-zivout tudennoù hengounel ar c'hoariva-se. Un torkad gwerzioù ha kanaouennoù zo ivez : reoù nevez-savet ha reoù o tont eus ar Grennamzer, evel "Bosenn Eliant", rak dihunet en doa ar C'hovid-19 tasmant kozh ar vosenn ha skeud an Ankoù.